
Jénovefa Rustefan
(Geneviève de Rustefan)
Extrait du Barzhaz Breizh de La Villemarqué, premier recueil 1839
Chantée par Alan Stivell "Jenovefa", extrait de l'album "E Langonned", 1974
I
Pa oa paotr Yannig gant e zeñved (bis)
N'en doa ket soñj da vezañ beleget (bis)
- Ne vin, avat, beleg na manac'h (bis)
Lakaet em eus ma spered er plac'h (bis)
Pa zeuas e vamm ha lâras dezhañ :
- Te zo ur paotr fin, ma mab Yann
Lez al loened-se, ha deus d'ar gêr
Evit monet da skol da Gemper
'Vit mont da skol da vezañ beleget
Ha lavar kenavo d'ar merc'hed
II
Bravañ merc'hed a oa er vro-se
Merch'ed aotrou an Faou a-neuze
Bravañ merc'hed a save o fenn
Voe merc'hed an Faou war an dachenn
I a daole sked dreist ar merc'hed
Evel ma ra'l loar dreist ar stered
Ha gante peb a inkane gwenn
O tont d'ar pardon da Bont-Aven
O tont d'ar pardon da Bont-Aven
A grene an douar hag ar vein
Gante peb a vrozh c'hlas a seizenn
Ha karkanioù aour war o c'herc'henn
Ar yaouankañ, hounnezh ar vravañ
Yannig Kervlez a gar, a glevan
- Pevar mignon kloareg am eus bet
Hag o-fevar emañ int beleget
Yannig ar Flecher, an diwezhañ,
A laka va c'halon da rannañ
III
Pa oa Yannig o vont d'an urzhoù
Jenovefa oa war e zreujoù
Jenovefa oa war e zreujoù
Hag a c'hrwie-hi dantelezoù
Hag o brode gant neudenn arc'hant
Da c'holeiñ ur c'halir e vent koant
- Yannig ar Flecher, ouzhin sentet
Da gemer an urzhoù na it ket
Da gemer an urzhoù na it ket
En abeg d'an amzer dremenet
- Distreiñ d'ar gêr me ne c'hallan ket
Pe vin anvet ar gaouier touet
- N'oc'h eus eta koun eus an holl draoù
A zo bet lâret warnomp hon-daou
Kollet oc'h eus eta ar walenn
'M eus roet deoc'h e-kreiz an abadenn
- Ho kwalenn aour n'am eus ket kollet
Doue 'n eus hi diganin tennet
- Yannig ar Flecher, distroet en-dro
Ha me 'roio deoc'h va holl vadoù
Yannig, va mignon, distroet en-dro
Ha me 'yelo d'hoc'h heul e peb bro
Ha me 'gemero boteier koad
Ha me 'yey ganeoc'h da labourat
Ma na sentet ket ouzh va goulenn
Degasit din-me ar groaz-nouenn
- Siwazh ! hoc'h heuliañ ne c'hallan ket
Rak a-berzh Doue on chadennet
Rak gant dorn Doue ez on dalc'het
Ha d'an urzhoù eo ret din monet
IV
Hag o tont en-dro eus a Gemper
E teuas adarre d'ar maner
- Eurvad, aotrou maner Rustefan,
Eurvad deoc'h holl dud, bras ha bihan
Eurvad ha joa deoc'h, bihan ha bras
Muioc'h evit zo ganin, siwazh !
Me zo deuet d'ho pediñ, d'an deiz
Da zonet d'an oferenn nevez
- Ya ! d'hoc'h oferenn ni a yelo
Kentañ 'brofo er plad, me a vo
Me a brofo er plad ugent skoed
Hag ho maeronez, va itron, dek ;
Hag ho maeronez a brofo dek,
Da reiñ enor deoc'h, aotrou beleg
V
Pa oan digouet e-tal Penn-al-Lenn
O vonet ivez d'an oferenn
E welis kalz a dud o redek
Hag i en un estlamm bras-meurbet
- Na c'hwi, gwregig kozh, din lavaret,
Nag an oferenn zo echuet ?
- An oferenn a zo deraouet
Hogen he echuiñ n'eus gallet
He echuiñ n'en deus ket gallet
Gouelañ da Jenovefa 'n eus graet
Ha tri levr bras en deus treuzet, 'vat,
Gant an daeroù eus e zaoulagad
Ken a zeuas ar plac'h o redek
Ha gouezhas da zaoulin ar beleg
"En anv Doue, Yann, distroet en-dro,
C'hwi zo kiriek, kiriek d'am marv"
VI
An aotrou Yann Flecher a zo person
Person eo bremañ, e bourc'h Nizon
Ha me am eus savet ar werzh-mañ
M'eus hen gwelet meur 'wech oc'h ouelañ
Meur 'wech 'm eus hen gwelet oc'h ouelañ
Tostik-tost da vez Jenovefa
L'histoire se déroule à Nizon, près de Pont-Aven. Jeune homme, Yannig est attiré par les filles ; mais sa mère lui conseille de les oublier et d'aller étudier à Quimper pour devenir prêtre.
Or, la plus jolie fille du lieu, Jenovefa (Geneviève), jette son dévolu sur lui, comme elle l'avait fait sur quatre autres séminaristes, sans arriver à les détourner de leur vocation. Malgré ses supplications, elle ne parvient pas non plus à fléchir Yannig Le Flécher.
Le jour où il célèbre sa première messe, il ne peut pas la finir, et fond en larmes en pensant à Jenovefa.
Celle-ci se jette à ses pieds, et lui déclare : "Vous êtes responsable de ma mort".
Monsieur Yann Flécher est maintenant curé de Nizon - et on l'a vu souvent pleurer sur la tombe de Jenovefa.
Sources : http://pagesperso-orange.fr/per.kentel/index_perso.htm
Contact : armorpassion@aol.com / postmaster@armorpassion.com
|
|