Me zo ganet e-kreiz ar mor

(Je suis nÚ au milieu de la mer)

Extrait du recueil "Kanomp Uhel"

EditÚ par Coop Breizh

 

Me zo ganet e-kreiz ar mor
Teir leo er-maez ;
Un tiig gwenn du-hont am eus,
Ar banal 'gresk e-tal an nor
Hag al lann a c'hol' an avaez.
Me zo ganet e-kreiz ar mor
E bro Arvor.

Ma zad a oa 'el e dado¨,
Ur martolod ;
Bevet en deus kuzh ha diglod
- Ar paour ne gan den e glodo¨ -
Bemdez-bemnoz Ór ar mor blot.
Ma zad a oa 'el e dado¨
Stlejour rouedo¨.

Ma mamm ivez a labour(a)
- Ha gwenn he bleo -
Ganti ar c'hwez Ór hon talo¨,
Desket em eus, bihanik tra,
Medi ha tenni avalo¨.
Ma mamm ivez a labour(a)
D'ounit bara.

O deizio¨ mam bugaleerezh
Pand aen, dilu(i)
Gant mamm da redek an irvi
Pe gant ma zad d'ar beskerezh
Men ez oc'h-c'hwi ?
O deizio¨ mam bugaleerezh
Na dous e oac'h!

C'hwec'h 'oamp neuze, santez Mari,
Ar-dro d'an daol;
Yac'h ha laouen e vevemp holl.
Da Zoue ha deoc'h e tougemp bri.
Bremah ema kemmet an taol.
C'hwec'h 'oamp neuze, santez Mari :
N'omp mui 'met tri...

Ar Maro Ór an nor 'n deus stoket,
Deuet eo a-barzh :
Hon eurvad zo aet kuit 'n un arc'h
Er vered parrez da gousket...
Hag ennon e c'hanas ur barzh.
Maro Ór an nor 'n deus stoket...
Ne ouelin ket!

Ne ouelin ket! Re 'm eus gouelet
Neuze, siwazh!
Ha c'hoant em behe d'ober c'hoazh,
D'ar glac'har zo tro da'm oaled!
Met ret eo bout kre˝v e'it arc'hoazh.
Ne ouelin ket! Re 'm eus gouelet :
Eurio¨ kollet.

Daro¨ a zic'hoanag divent
Em eus taolet
En devezhio¨-hont ken kalet;
Ra viot benniget 'elkent,
Rak roet ho peus din ar Gweled!
Daero¨ a zic'hoanag divent
Ma amzer gent!...

Ha brema˝ petra 'lÔrin-me,
Pa oarit holl?
Ma eurvad douarel aet da goll,
Bet on er c'hloerdi, en arme,
Baleet 'm eus e-dan Ho Heol.
Ha brema˝ petra 'lÔrin-me
Dirak man Doue ?

Petra 'lÔrin Deoc'h, o Doue strizh,
Mor madelezh?
Ar baourentez zo c'hwerv he laezh;
Ar bleu˝v disec'het 'c'houlenn gwlizh;
An douar-ma˝ zo lous he follezh.
Petra 'lÔrin Deoc'h, o Doue strizh,
'Met ez on skuizh!

Deuet on davedoc'h arselin;
Doc'h Hoc'h aoter
E klaskan dibun ma fater :
Sklaerderait-me hag e welin,
Komzit, ma ta˝vain Ho touster.
Deuet on davedoc'h arselin
Ar man daoulin...
 

Le sujet

Le poŔte Yann-Ber Kalloc'h se souvient de son enfance, Ó l'ţle de Groix, dans une famille pauvre de marins. La mort est venue dÚtruire l'harmonie de cette pÚriode ; il a beaucoup pleurÚ, maintenant il se tourne vers Dieu : "je suis venu vers vous serein, Ó genoux".

Le texte est extrait du recueil "Ar men deulin", considÚrÚ comme le chef-d'oeuvre de la poÚsie en langue bretonne.

Sources : http://pagesperso-orange.fr/per.kentel/index_perso.htm

 

Contact : armorpassion@yahoo.fr / postmaster@armorpassion.com